MEMOR DISKARET
Ce texte de Kristian a été traduit en breton par Mona Ar Beg et une version en bretin par Mona a été également ajustée par Claudine et Jean Pierre DURAND.
Chal ha dichal
An holl vroioù ‘zo hor bro
Dre ar wenodenn on aet
Kerzhet betek an erin
War ar gourlen diskouezet
Prederiañ a ra e Tregenneg
Dindan ur sae betoñs
Roudoù an amzer dremenet
Hag eno e engraver
Gerioù leun a garantez
Ar gwashañ kaset kuit
Gwalc’het gant ar chal
Neuze bombezennoù
Livioù
Dismantroù
A fard anezho
Aze e serran
Soñjus
Ar grogen
A c’houdor ac’hanon
Kement tra ‘zo amañ
Er gouelec’h arvorel
Ha kement tra displeget
Diwar-benn hon istor
diouzh al lec’h mañ
ne lemer ket e danvez
gant ar riskl
da goll e vemor
hag evelato an huñvre
e tarzh-an-deiz
a dres gwazhiennoù
war ar bili bloñset
tresañ ‘ra an avel
enstankañ ‘ra an traezh
dibar eo an arz
ha plaen ar mor
peseurt livour a ziwano
diouzh an daolenn birvidik-se
a spurmant va sell
a dec’h hep kimiadiñ
ha posupl eo tapout an amzer
war un daolenn eonenn
pa nij en avel
roudoù ar c’hwerventez
karet am bije tapout
kement-tra dizalc’hus
siwazh war ma bizied revet
e riskl ar memor diskaret